Roue Vrest
Traduction du titre : Le roi de Brest
Sommaire
Gwerz Santez Henori hag ar Roue Vrest ("Gwerz" de sainte Hénori et du roi de Brest)
I
Selaouet holl hag a klevfet
Ur werz a zo nevez savet;
Ur werz a zo nevez savet,
Da santez Henori eo graet.
Ecoutez tous et vous entendriez (Est-ce une déformation ou une erreur ? On attendrait "klevot" ?) Un chant nouveau a été composé; Un chant nouveau a été composé; Il est dédié à Sainte Hénori.
Biskoazh he zad n'eus he anduret,
Na klasket dezhi mad ebet,
Met he chaseal 'maez he vro,
Hag he frivañ eus he madoù.
Met allas! klañv ez eo chomet,
Ha gwall-aozet gant ar c'hleñved;
Ma lâr dezhañ ar brofeted,
Mar den ur vronn werc'h vo yac'het:
Mar den ur vronn werc'h vo yac'het,
Mar be digant un' e verc'hed .....
II
Ar roue a Vrest a lâre
Eus ar mintin, un deiz a oe :
- Me ya da gaout ma merc'h-henañ,
Hounnezh a garien da gentañ :
- Demat deoc'h-c'hwi, ma merc'h-henañ,
C'hwi eo a garien da gentañ.
Me 'zo aozet gant ur c'hleñved,
Ma lavar din ar brofeted
M'am be ur vronn werc'h, 'm be yec'hed,
Mar be digant un' ma merc'hed. -
- A se, m' zad, n'ho sikourin ket,
Eus un dra-all na lâran ket;
Eus un dra-all m'ho sikouro,
Hep gwaskañ ma c'horf, na madoù.
- Me ya d' gaout m' merc'h etre-henañ,
Hounnezh a garien ar muiañ :
- Demat, ma merc'h etre-henañ,
C'hwi eo a garien ar muiañ;
Me zo gwasket gant ur c'hleñved,
Ma lavar din ar brofeted
M'am be ur vronn werc'h 'm be yec'hed,
Mar be digant 'un ma merc'hed. -
A se, 'm zad, n'ho sikourin ket,
Eus un dra-all na lâran ket;
Eus un dra-all m'ho sikouro,
Hep gwaskañ ma c'horf, na madoù.
- Me ya d' gaout ma merc'h Henori,
Biskoazh 'vat n' 'm eus karet dezhi
Met he chaseal 'maez ma bro,
Hag he frivañ eus he madoù. -
Ar Roue a Vrest a lâre,
En ti Henori, p' arrue:
- Demat deoc'h-c'hwi, ma merc'h Doue,
- Ha deoc'h ivez, ma zad roue! -
- Me 'zo gwasket gant ur c'hleñved,
Hag a lâr din ar brofeted
M'am be ur vronn werc'h 'm be yec'hed,
Ma ve digant un' ma merc'hed. -
- 'N aotrou Doue da vo meulet,
M'eo ret deoc'h. ma zad, ma c'havet !
It-c'hwi war bennoù ho taoulin,
Me ya d' zibrennañ ma feutrin. -
Vel m'oa he feutrin dibrennet
He bron gant 'r serpant 'zo dantet:
He bron gant 'r serpant 'zo dantet
Ur griadenn he deus leusket.
Emañ Henori 'n he gwele,
Na gave den he c'honzolje
Na gave den he c'honzolje,
Met he zad roue, hennezh 'rae.
- Tavet, Henori, n'ouelet ket,
Pa viot yac'h, viot dimet;
Pa viot yac'h, m'ho timezo
D' vravañ mab baron 'zo er vro. -
III
P' oa dimezet hag eureujet,
Bet un nebeut gant he fried;
Bet un nebeut gant he fried,
He vamm 'n eus dezhañ lavaret:
Leal, 'mezi, ma mab kloareg,
Bravañ ma tougez ar boned !
Me 'm eus gwel't da wreg er solier
Gant ur beleg o trougober! -
- Tavet, ma mamm, pec'hiñ a ret,
Ur plac'h a-feson am eus bet;
Me 'm eus bet ur plac'h a-feson,
Hag he c'har a-greiz ma c'halon.
Tavet, ma mamm, pec'hiñ a ret,
Ma faotr ar gambr ho poa gwelet. -
- Gant da baotr ar gambr na eus ket
Soutanenn na boned beleg. -
- Ma oufen ve gwir kement-se,
Oan aet betek ma zad roue...
Demat deoc'h-c'hwi, ma zad roue.
- Ha deoc'h ivez, ma mab Doue.
- Pe bunition 'zo dleet
D'ur wregig 'zo gwall eureujet? -
- Mard eo den-onest he fried,
Barn galet dezhi 'vo roet:
Barnet d'ar c'hleze pe d'an tan,
Pe d'ar groug, 'zo 'r marv buan.
- 'N aotrou Doue da vo meulet,
Ho merc'h Henori 'c'h eus barnet
- Mar eo Henori 'm eus barnet,
Ur varnig all dezhi 'vo graet
Graet 'vezo un donell nevez
Da vont war-vor, en gward Doue
IV
He fried neuze a lâre
D'Henori, er gêr p'arrue:
- Henori, gwisket ho tilhad,
M'yefomp d'ar bal, da di ho tad.
- Biskoazh n'am eus bet refuzet
Mont lec'h m'ho pije din laret,
Ispisial da di ma zad,
Eno medi ma holl ebat
Demad deoc'h-c'hwi, ma zad roue! -
- Ha deoc'h ivez, ma merc'h Doue. -
- Penaos ez on bet deoc'h manket,
P'eo d'ar groug oc'h eus ma barnet? -
- Tavet, Henori, n'ouelet ket,
Ur varn all deoc'h c'hoazh a zo graet
Graet 'zo deoc'h un donell nevez
Da vont war-vor, en gward Doue.
N'oa ket ar ger peur-lavaret,
Barzh an donell ez eo lakaet;
Barzh an donell ez eo lakaet,
Ha war ar mor ez e leusket.
Aet eo barzh an donell nevez,
Leusket war-vor, en gward Doue.....
Rag he fried a c'houlenne
Eus ar vartoloded, un deiz:
- Martoloded, din-me lâret,
N'oc'h eus gwelet tonell ebet? -
- N'hon eus gwelet tonell ebet,
An hini 'n eus kollet, klasket;
Met hini santez Henori,
'Zo diskennet en Hiberni;
'Zo diskennet en Hiberni,
Ni ya bemdez d'he saludiñ.
Barzh en korfig he inosant
A zo div rozenn ekselant;
A zo div rozenn ekselant,
Mar na ve roue, sur 'vo sant! -
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
- Ma fried paour, din lavaret,
Ha ganin d'ar gêr a teufet? -
- Biskoazh n'am eus bet refuzet
Mont lec'h m'ho pije din lâret.
Ho mamm he doa deoc'h lavaret
Penaos e oan gwreg d'ur beleg;
Penaos e oan gwreg d'ur beleg,
Ar wirionez bremañ 'welet. -
- Ma fried paour, din lavaret,
Pe boan dezhi vezo roet?
Me am eus seitek mereuri,
Hag o c'harfe holl o teviñ;
Garfe an tan en izellañ,
Kerkoulz evel en uhellañ,
Rak ma 'z on bet ken glac'haret,
Eo ma mamm a zo bet kiriek !
Selaou ivez
La femme au sein d'or : des chants populaires bretons aux légendes celtiques, Gwennole Ar Menn, Skol, 1985, 168p