Domaines
Communes
Quartiers de Brest
Espaces de noms

Variantes
Actions
De Wiki-Brest

Roue Vrest

Traduction du titre : Le roi de Brest

Gwerz Santez Henori hag ar Roue Vrest ("Gwerz" de sainte Hénori et du roi de Brest)

I

  • Selaouet holl hag a klevfet
  • Ur werz a zo nevez savet;
  • Ur werz a zo nevez savet,
  • Da santez Henori eo graet.
Ecoutez tous et vous entendriez (Est-ce une déformation ou une erreur ? On attendrait "klevot" ?)
Un chant nouveau a été composé;
Un chant nouveau a été composé;
Il est dédié à Sainte Hénori.
  • Biskoazh he zad n'eus he anduret,
  • Na klasket dezhi mad ebet,
  • Met he chaseal 'maez he vro,
  • Hag he frivañ eus he madoù.
  • Met allas! klañv ez eo chomet,
  • Ha gwall-aozet gant ar c'hleñved;
  • Ma lâr dezhañ ar brofeted,
  • Mar den ur vronn werc'h vo yac'het:
  • Mar den ur vronn werc'h vo yac'het,
  • Mar be digant un' e verc'hed .....

II

  • Ar roue a Vrest a lâre
  • Eus ar mintin, un deiz a oe :
  • - Me ya da gaout ma merc'h-henañ,
  • Hounnezh a garien da gentañ :
  • - Demat deoc'h-c'hwi, ma merc'h-henañ,
  • C'hwi eo a garien da gentañ.
  • Me 'zo aozet gant ur c'hleñved,
  • Ma lavar din ar brofeted
  • M'am be ur vronn werc'h, 'm be yec'hed,
  • Mar be digant un' ma merc'hed. -
  • - A se, m' zad, n'ho sikourin ket,
  • Eus un dra-all na lâran ket;
  • Eus un dra-all m'ho sikouro,
  • Hep gwaskañ ma c'horf, na madoù.
  • - Me ya d' gaout m' merc'h etre-henañ,
  • Hounnezh a garien ar muiañ :
  • - Demat, ma merc'h etre-henañ,
  • C'hwi eo a garien ar muiañ;
  • Me zo gwasket gant ur c'hleñved,
  • Ma lavar din ar brofeted
  • M'am be ur vronn werc'h 'm be yec'hed,
  • Mar be digant 'un ma merc'hed. -
  • A se, 'm zad, n'ho sikourin ket,
  • Eus un dra-all na lâran ket;
  • Eus un dra-all m'ho sikouro,
  • Hep gwaskañ ma c'horf, na madoù.
  • - Me ya d' gaout ma merc'h Henori,
  • Biskoazh 'vat n' 'm eus karet dezhi
  • Met he chaseal 'maez ma bro,
  • Hag he frivañ eus he madoù. -
  • Ar Roue a Vrest a lâre,
  • En ti Henori, p' arrue:
  • - Demat deoc'h-c'hwi, ma merc'h Doue,
  • - Ha deoc'h ivez, ma zad roue! -
  • - Me 'zo gwasket gant ur c'hleñved,
  • Hag a lâr din ar brofeted
  • M'am be ur vronn werc'h 'm be yec'hed,
  • Ma ve digant un' ma merc'hed. -
  • - 'N aotrou Doue da vo meulet,
  • M'eo ret deoc'h. ma zad, ma c'havet !
  • It-c'hwi war bennoù ho taoulin,
  • Me ya d' zibrennañ ma feutrin. -
  • Vel m'oa he feutrin dibrennet
  • He bron gant 'r serpant 'zo dantet:
  • He bron gant 'r serpant 'zo dantet
  • Ur griadenn he deus leusket.
  • Emañ Henori 'n he gwele,
  • Na gave den he c'honzolje
  • Na gave den he c'honzolje,
  • Met he zad roue, hennezh 'rae.
  • - Tavet, Henori, n'ouelet ket,
  • Pa viot yac'h, viot dimet;
  • Pa viot yac'h, m'ho timezo
  • D' vravañ mab baron 'zo er vro. -

III

  • P' oa dimezet hag eureujet,
  • Bet un nebeut gant he fried;
  • Bet un nebeut gant he fried,
  • He vamm 'n eus dezhañ lavaret:
  • Leal, 'mezi, ma mab kloareg,
  • Bravañ ma tougez ar boned !
  • Me 'm eus gwel't da wreg er solier
  • Gant ur beleg o trougober! -
  • - Tavet, ma mamm, pec'hiñ a ret,
  • Ur plac'h a-feson am eus bet;
  • Me 'm eus bet ur plac'h a-feson,
  • Hag he c'har a-greiz ma c'halon.
  • Tavet, ma mamm, pec'hiñ a ret,
  • Ma faotr ar gambr ho poa gwelet. -
  • - Gant da baotr ar gambr na eus ket
  • Soutanenn na boned beleg. -
  • - Ma oufen ve gwir kement-se,
  • Oan aet betek ma zad roue...
  • Demat deoc'h-c'hwi, ma zad roue.
  • - Ha deoc'h ivez, ma mab Doue.
  • - Pe bunition 'zo dleet
  • D'ur wregig 'zo gwall eureujet? -
  • - Mard eo den-onest he fried,
  • Barn galet dezhi 'vo roet:
  • Barnet d'ar c'hleze pe d'an tan,
  • Pe d'ar groug, 'zo 'r marv buan.
  • - 'N aotrou Doue da vo meulet,
  • Ho merc'h Henori 'c'h eus barnet
  • - Mar eo Henori 'm eus barnet,
  • Ur varnig all dezhi 'vo graet
  • Graet 'vezo un donell nevez
  • Da vont war-vor, en gward Doue

IV

  • He fried neuze a lâre
  • D'Henori, er gêr p'arrue:
  • - Henori, gwisket ho tilhad,
  • M'yefomp d'ar bal, da di ho tad.
  • - Biskoazh n'am eus bet refuzet
  • Mont lec'h m'ho pije din laret,
  • Ispisial da di ma zad,
  • Eno medi ma holl ebat
  • Demad deoc'h-c'hwi, ma zad roue! -
  • - Ha deoc'h ivez, ma merc'h Doue. -
  • - Penaos ez on bet deoc'h manket,
  • P'eo d'ar groug oc'h eus ma barnet? -
  • - Tavet, Henori, n'ouelet ket,
  • Ur varn all deoc'h c'hoazh a zo graet
  • Graet 'zo deoc'h un donell nevez
  • Da vont war-vor, en gward Doue.
  • N'oa ket ar ger peur-lavaret,
  • Barzh an donell ez eo lakaet;
  • Barzh an donell ez eo lakaet,
  • Ha war ar mor ez e leusket.
  • Aet eo barzh an donell nevez,
  • Leusket war-vor, en gward Doue.....
  • Rag he fried a c'houlenne
  • Eus ar vartoloded, un deiz:
  • - Martoloded, din-me lâret,
  • N'oc'h eus gwelet tonell ebet? -
  • - N'hon eus gwelet tonell ebet,
  • An hini 'n eus kollet, klasket;
  • Met hini santez Henori,
  • 'Zo diskennet en Hiberni;
  • 'Zo diskennet en Hiberni,
  • Ni ya bemdez d'he saludiñ.
  • Barzh en korfig he inosant
  • A zo div rozenn ekselant;
  • A zo div rozenn ekselant,
  • Mar na ve roue, sur 'vo sant! -
  • . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
  • - Ma fried paour, din lavaret,
  • Ha ganin d'ar gêr a teufet? -
  • - Biskoazh n'am eus bet refuzet
  • Mont lec'h m'ho pije din lâret.
  • Ho mamm he doa deoc'h lavaret
  • Penaos e oan gwreg d'ur beleg;
  • Penaos e oan gwreg d'ur beleg,
  • Ar wirionez bremañ 'welet. -
  • - Ma fried paour, din lavaret,
  • Pe boan dezhi vezo roet?
  • Me am eus seitek mereuri,
  • Hag o c'harfe holl o teviñ;
  • Garfe an tan en izellañ,
  • Kerkoulz evel en uhellañ,
  • Rak ma 'z on bet ken glac'haret,
  • Eo ma mamm a zo bet kiriek ! -
Outils personnels