Domaines
Communes
Quartiers de Brest
Ressources
Communauté
Vie du projet
Autour de Wiki-Brest
Boîte à outils
Espaces de noms

Variantes
Actions
De Wiki-Brest
Aller à : Navigation, rechercher

Klaskerien ha treizherien sonjoù

Un obererezh da unaniañ ar remziadoù brezhonegerien

Stag eo Kuzul an departamant ouzh ar yezh hag ouzh al liammoù etre ar remziadoù, neuze e oa bet roet laϱs hag arnodet war ar bloavezh skol 20005-20006 ar raktres Klaskerien ha Treizherien sonjoù.

Ar pal a oa treuskas ar glad. Ouzhpenn 1000 den yaouank a oa en em gavet gant brezhonegerien a-vihanik dre an taol-se. Dre se e oa bet pinvidikaet ar yezh desket er skolioù. Reportajoù a oa bet aozet ganto diwar o emgavioù, reportajoù o doa diskouezet splann pinvidigezh glad spered tud Penn-ar-Bed (ar yezh, ar skiantoù prenet, an henvoazioù poblek...)


« Klaskerien sonjoù » zo ur benveg dizolein, deskin ha liamañ an dud. Kemer a ra e kont daou zalc'h zo e-kreiz dazont Penn-ar-Bed :

  • Ar c'hengred a zo ret etre ar remziadoù hag a chom da vezañ savet : an obererezh-mañ a sikour da vont war an tu-se gant an doujañs hag ar fiziañs zo ret etre an dud.
  • Plas ar brezhoneg zo un elfenn eus hon hêrezhioù hag eus al liested sevenadurel en hon departamant.

Gant ar berzh he-doa graet an abadenn gentañ e fell da Guzul an departamant aozañ un abadenn all evit ar bloavezh 2006-2007 da startaat al liammoù bet savet gant metoù an deskadurezh ha da grenvaat perzh tud ar vro (kumunioù, kengumunioù, frammoù a zegemer tud war an oad, kevredigezhioù) ha da eoriañ da vat an emgavioù-se tro-dro d'ar brezhoneg, e kalon an holl vroioù e Penn-ar-Bed.

http://queteurs.cg29.fr

Quêteurs de mémoires en Finistère

Outils personnels